Quod erat demonstrandum
Neuz
Quod erat demonstrandum (pe Q.E.D.) zo ur frazenn latin a lavarer e fin un displegadenn, da gemenn eo bet displeget ha prouet ar pezh a glasked ober. E gwirionez avat e teu eus ur frazenn gregach, ὅπερ ἔδει δεῖξαι/hóper édei deîxai, hag a oa bet troet e latin.
E galleg, ur yezh latin koulskoude, e vez lavaret CQFD e-lec'h al lizherennoù latin.
Elfennoù Euklides[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![](https://cdn.statically.io/img/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/8/8d/P._Oxy._I_29.jpg/280px-P._Oxy._I_29.jpg)
Kavout a reer an droienn ὅπερ ἔδει δεῖξαι (hóper édei deîxai) e skridoù gregach Elfennoù Euklides, ul levr-deskiñ savet gant Euklides .
E dibenn an displegoù emañ ar frazenn hoper edei deixai.
Implijet e vez an droienn ken alies ha bemdez, gant tud zo, da glozañ ur gaoz pa gred d'ar c'haozeer, pe brezeger, en deus degaset arguzennoù a-walc'h da gendrec'hiñ e gengaozeerien.