Mont d’an endalc’had

HTML

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

HTML (Hyper Text Markup Language) a zo ul lavar merkañ implijet dreist-holl evit sevel pajennoù evit ar World Wide Web a c'heller lenn dre ar Genrouedad.

Balizennoù

Ur bajenn HTML a vesk an destenn da vout diskouezet war ar skramm gant balizennoù[1], da lavaret eo kemennoù evit divizout penaos e rankfe ar merdeer diskwel ar skrid.
Daou-ha-daou peurvuiañ e teu ar balizennoù, a vez skrivet er stumm <balizenn digeriñ>skrid da gemmañ</balizenn klozañ>. Ar valizenn digeriñ a gemenn ar c'hemm a zo da zegas d'ar skrid hag ar valizenn klozañ a verk dibenn ar c'hemm. Da skouer, ar skrid : Diskwel lizherennoù tev er <b>ger-mañ</b> a zeuio evel « Diskwel lizherennoù tev er ger-mañ ».

Balizennoù pennañ

  • <html> : evit kemenn e teraou un teul HTML, neuze e ranko ar merdeer jubenniñ kement a zeu war he lerc'h e-giz kod HTML.
  • <head> : evit merkañ penn an teul HTML ; bez' emañ ennañ ar stlennoù pennañ diwar-benn an teul, hini ebet anezho ne vo diskouezet war-eeun.
  • <body> : evit deraouiñ korf an teul HTML, da lavaret eo e endalc'h, kement a vo diskouezet d'an implijer e prenestr ar merdeer.
<head>. . .</head>

E-barzh an elfenn <head> e lakaer :

  • <title> : titl ar bajenn, hag a vo skrivet e barrenn-ditl ar merdeer.
  • <meta http-equiv="Content-Type" content="text/html; charset=UTF-8"> ma lavarer d'ar merdeer ez eus ur skrid skrivet en HTML er bajenn, ha ma roer urzh da ober gant ar reizhiad lizherennoù UTF-8[2].
<style>. . .</style>

Etre ar balizennoù-se e skriver an urzhioù CSS (Cascading Style Sheets), da lavaret eo ar stil a fell d'an den lakaat d'ar bajenn : stumm an titloù, ar rannbennadoù, an taolennoù, kuit a skrivañ meur a wech an hevelep urzhioù.

Un urzh CSS a c'heller lakaat e korf ar pennad evit stummañ un elfenn hepken hep kemmañ an urzhioù CSS all, da skouer :
  • E melen dre ziouer e vez warlinennet ur bomm : <mark>pouezus</mark> a ro pouezus
  • Dre CSS e c'heller warlinennañ gant ul liv all : <mark style="background-color:LightBlue;">pouezus</mark> a ro pouezus
<body>. . .</body>

E-barzh ar c'horf body e c'haller kavout balizennoù all, e-giz da skouer :

  • <h1>, <h2>,... <h6> (header level 1...6) : titloù ar c'hevrennoù, an iskevrennoù, h1 o vezañ an hini skrivet brasañ ha h6 an hini bihanañ ; serriñ pep titl dre </h1>, </h2>,...</h6> a ranker ober.
  • <p> (paragraph) : evit digeriñ ur rannbennad nevez ; serriñ pep rannbennad dre </p> a ranker ober.
  • <br> (break) : evit cheñch linenn hep cheñch rannbennad ; ur merk emserr eo.
  • <table> : evit krouiñ un daolenn, <tr> (table row) evit digeriñ ul linenn en daolenn, ha neuze <td> (table data) evit dispartiañ ar stlennoù ; serriñ pep stlenn dre </td>, pep linenn dre </tr> ha pep taolenn dre </table>
  • <div> (division) : evit merkañ ur rann dibar e korf ar bajenn ; serriñ pep rann dre </div>.

Skouer

<!DOCTYPE HTML>
<html>
  <head>
    <meta http-equiv="Content-Type" content="text/html; charset=UTF-8">
    <title>HTML : ur skouer</title>
    <style>
      p {
       color:red;
       font-family:Palatino
       font-size:1.5em;
       font-weight:bold;
      }
    </style>
  </head>
  <body>
   <p>Setu amañ disoc'h ar skrid HTML diskouezet gant ho merdeer</p>
  </body>
</html>

a vo diskouezet evel-mañ war ar skramm :

  • an titl, title HTML : ur skouer, a vo anv ar bajenn, diskouezet en ivinell el laez ;
  • ar skrid, p evit paragraph, a vo e ruz (color:red), gant ar font Palatino (font-family), ur wech ha hanter brasoc'h eget ar vent dre ziouer (font-size:) ha druz (font-weight).

Setu amañ disoc'h ar skrid HTML diskouezet gant ho merdeer

Notenn : urzhioù CSS eo ar re a zo etre ar merkoù HTML <style> ha </style>.

Emdroadur

Ijinet eo bet HTML e 1991 war ziazez SGML (Standard Generalized Markup Language), ha gwellaet eo bet meur a wezh. Gant XHTML (EXtensible HyperText Markup Language) eo bet diazezet HTML war ar standard XML (EXtensible Markup Language) ; gant HTML4 ha dreist-holl HTML5 eo deuet HTML, gant CSS ha Javascript, de vezañ a-walc’h evit sevel ul lec’hienn : diezhomm eo bremañ Flash, Java, pe Silverlight. Bremañ n’eus ken niverenn doare ebet.

Liammoù diavaez

  • Deskiñ HTML ha CSS en-linenn ha digoust : (en) W3 Schools

Notennoù

  1. Termofis
  2. Universal Character Set Transformation Format1 - 8 bits ; ar reizhiad-se a rankit implijout mar fell deoc'h e vije lakaet al lizherennoù ñ ha Ñ war wel, da skouer.